Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Tec’h ive ouz c’hoantadennou ar yaouankiz, ha klask ar justis, ar feiz, ar garantez hag ar peoc’h gant ar re a c’halv an Aotrou gant eur galon bur.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 2:22
28 Iomraidhean Croise  

Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.


Pedenn David. AOTROU, selaou va c'haoz reizh, bez evezhius ouzh va c'hriadenn, ro da skouarn d'ar bedenn a ran dit gant muzelloù na douell ket!


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


en em denn evel ar yourc'h eus dorn ar chaseour, evel ul labous eus dorn al labousetaer.


a dremene dre ar straed e-kichen he c'horn, hag a heulie hent he zi,


Pa gousko ur vaouez gant un den a zeuio dioutañ sper kediadenn, en em walc’hint en dour, hag e vint dic’hlan betek an noz.


Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!


hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c’halv da anv.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


Klaskomp eta an traoù a gas d’ar peoc’h hag a c’hell kenteliañ an eil egile.


Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.


da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:


Dre-se, va re garet-mat, tec’hit diouzh an idolerezh.


Klaskit ar garantez. C’hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh.


Tec’hit diouzh an hudurniezh. Kement pec’hed a ra un den a zo er-maez eus ar c’horf, met an hini a ra hudurniezh a bec’h a-enep e gorf e-unan.


ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


ra droio e gein d’an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc’h ha ra heulio anezhi,


Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan