Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 2:19
69 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.


rak an AOTROU a anavez hent ar re reizh, met hent ar re zrouk a yelo da goll.


Ne vo biken brañsellet, eñvor an den reizh a vo peurbadus.


Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloù diouzh komzoù touellus.


An AOTROU a anavez deizioù an dud eeun, hag o hêrezh a bado da viken.


C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.


Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.


Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug,


Ha petra a vo respontet d'ar re zegaset eus ar vroad-se? Penaos eo an AOTROU en deus diazezet Sion, hag enni re c'hlac'haret e bobl o devo o repu.


En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.


Ni a zo evel ar re na'c'h eus biskoazh renet warno, evel ar re n'int ket anvet eus da anv.


Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, e kemerin ac'hanout, Zorobabel mab Salatiel, va servijer, eme an AOTROU, hag e talc'hin ac'hanout evel ur siell, rak da zibabet em eus, eme AOTROU an armeoù.


Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravañ ar pezh a dle bezañ engravet warnañ, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mañ.


hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhañ hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outañ an hini en devo dibabet.


Lakaat a raint va anv war vibien Israel ha me o bennigo.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder.


Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n’eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc’h.


Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.


Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc’h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n’o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc’h.


Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini.


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion,


hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d’an diskibien.


evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma’z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ.


hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c’halv da anv.


Doue n’en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n’ouzoc’h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec’h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet,


hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.


Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:


Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?


o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;


a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec’h anv dioutañ,


Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc’h bet gantañ evit deiz an dasprenadur.


hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.


ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec’hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.


Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi.


Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.


Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.


Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.


Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.


Moger ar gêr he doa daouzek diazez, ha warno anvioù daouzek abostol an Oan.


Int a welo e zremm hag e anv a vo war o zalioù.


Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c’hell he serriñ, dre ma ec’h eus bet nebeut a nerzh, ma ec’h eus miret va ger ha ma ne’c’h eus ket nac’het va anv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan