Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Bez aketus d’en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Bez aketus d’en em diskouez evel eun den amprouvet dirag Doue, evel eul labourer divlam, o tispans gant eünder ar gomz a wirionez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 2:15
29 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.


Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c’hellent e glevout.


An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?


Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.


Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,


Rak n’eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.


Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.


Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.


Dre-se ivez e klaskomp bezañ kavet plijus gantañ, pe e chomfemp ennañ pe ez afemp er-maez anezhañ.


Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.


Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,


Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.


Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,


Met preder am bo d’ober ar pezh a zo ret evit ma c’hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.


Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan