Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 mar d-omp difeal, e chom feal, ne c’hell ket en em nac’h e-unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 mar n’omp ket fidel, hen a choum fidel koulskoude; na hell ket en em nac’h he‐unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 2:13
11 Iomraidhean Croise  

AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?


N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,


Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.


Gouez eta penaos eo Doue an AOTROU da Zoue, un Doue feal a vir e emglev hag e drugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar anezhañ hag a vir e c'hourc'hemennoù,


An hini en deus ho kalvet a zo feal hag a raio kement-se.


An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan