Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc’h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ra zeui an Aotrou da rei dezhan ar c’hras da gaout trugarez digant an Aotrou en deiz‐ze. Ha te a oar gwelloc’h eged den all e‐bed, pegement eo bet util d’in en Ephesus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 1:18
26 Iomraidhean Croise  

Neuze e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, ha glac'hariñ a rafes an intañvez ma choman en he zi, en ur lakaat he mab da vervel?


evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel,


dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,


Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.


Erruout a reas en Efez hag e lezas eno e genveajourien. O vezañ aet er sinagogenn, e komzas gant ar Yuzevien.


hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.


E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien,


Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.


Koulskoude e chomin en Efez betek ar Pantekost,


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


N’eo ket ret din skrivañ deoc’h diwar-benn ar servij e-keñver ar sent,


Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti,


Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?


Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n’en deus ket bet mezh eus va chadennoù,


er c’hontrol, pa’z eo deuet da Rom, en deus va c’hlasket gant gred hag en deus va c’havet.


Kaset em eus Tichik da Efez.


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc’het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c’hras dlee dont ennoc’h,


Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc’h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan