Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus‐Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 1:13
30 Iomraidhean Croise  

Pren ar wirionez ha na werzh ket anezhi, pren ar furnez, an deskadurezh hag ar poell.


Ar wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi, hag an holl re a vir anezhi a zo eürus.


Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell,


Stag ouzh ar gelennadurezh, na laosk ket anezhi, mir anezhi, rak da vuhez eo.


Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.


doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c’houiziegezh hag ar wirionez.


Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


Ar pezh hoc’h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc’h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc’h a vo ganeoc’h.


o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,


Amprouit pep tra, dalc’hit ar pezh a zo mat.


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.


Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp.


An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.


Evidout, chom start en traoù ac’h eus desket hag anavezet evel asur, o c’houzout gant piv ec’h eus o desket.


Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,


stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec’hiñ ar re a stourm outi.


Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat,


en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.


Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.


Re garet-mat, c’hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc’h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d’ar sent ur wech evit mat.


met da vihanañ, dalc’hit start ar pezh hoc’h eus betek ma teuin.


Setu, dont a ran prest. Dalc’h start ar pezh ac’h eus evit na gemero den da gurunenn.


Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan