Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Timote 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 hag a zo bet discleriet breman dre zonedigez hor Zalver Jesus‐Christ, pehini hen deuz distrujet ar maro, hag hen deuz rentet anat ar vuez hag an immortalite dre an Aviel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Timote 1:10
58 Iomraidhean Croise  

Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.


A-dra-sur te eo an Doue hag en em guzh, Doue Israel, ar Salver.


Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.


Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.


Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n’eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac’hanout gant e sklêrijenn.


Hag e lavaras d’ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc’h anezhi. Perak e talc’h lec’h en aner en douar?


Rak ganet eo bet hiziv deoc’h e kêr David ur Salver, ar C’hrist hag an Aotrou eo.


ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.


C’hwi ne fell ket deoc’h dont da’m c’havout evit kaout ar vuhez.


Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel.


Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec’hedoù.


met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.


Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras.


ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,


Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud,


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


Met pa’z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud,


Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.


E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc’hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.


rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc’h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp,


Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.


Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c’hloar.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.


Ar marv ha lec’h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.


Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan