Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 8:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 hag e kasas Joram e vab etrezek ar roue David evit saludiñ anezhañ hag e veuliñ eus m'en doa graet brezel a-enep Hadadezer hag e drec'het. Rak Hadadezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Toi, hag e kasas listri arc'hant, listri aour ha listri arem.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 8:10
9 Iomraidhean Croise  

Eñ a c'houlennas outo penaos edo an traoù ganto hag a lavaras: Ho tad a zo war an oad, an hini ho poa komzet din diwar e benn, ha yac'h eo? Bev eo bepred?


Ar roue David a gensakras anezho d'an AOTROU, gant an arc'hant hag an aour en doa dija kensakret, degaset eus an holl vroadoù en doa lakaet dindanañ,


Toi roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadadezer,


Servijerien ar roue a zo deuet da vennigañ ar roue David hon aotrou, o lavarout: Ra vo lakaet gant Doue anv Salomon brasoc'h eget da hini, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget da hini! Hag ar roue en deus stouet war e wele.


hag e kasas Hadoram e vab etrezek ar roue David evit saludiñ anezhañ hag e veuliñ eus m'en doa graet brezel a-enep Hadarezer hag e drec'het. Rak Hadarezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Tohu, hag e kasas a bep seurt listri aour, arc'hant hag arem.


Kalz a dud a gasas profoù d'an AOTROU, da Jeruzalem, ha traoù prizius da Ezekiaz roue Juda, en doare ma voe uhelaet dirak daoulagad an holl vroadoù goude-se.


hag an dremenerien ne lavaront ket: Bennozh Doue ra vo warnoc'h! Ni ho pennig en anv an AOTROU!


En amzer-se Merodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekiaz, rak en doa gouezet e oa bet klañv hag e oa yac'haet.


Adalek m'en doe echuet da ginnig al loskaberzh, setu ec'h erruas Samuel. Saül a yeas war-arbenn dezhañ evit e saludiñ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan