Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 7:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Petra muioc'h a c'hellfe David lavarout dit? Anavezout a rez da servijer, Aotrou AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 7:20
9 Iomraidhean Croise  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Petra a c'hellfe David lavarout dit diwar-benn an enor a rez da'z servijer? Anavezout a rez da servijer.


D'ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec'h eus ha va anavezet.


ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan