Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 5:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Hag ar Filistined a bignas a-nevez hag en em strewas en draonienn ar Refaim.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 5:22
7 Iomraidhean Croise  

Bez' e voe brezel etre ar Filistined hag Israel. David a ziskennas gant e servijerien, hag e stourmjont a-enep ar Filistined. David a oa gwall-skuizh.


Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.


Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.


Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhañ: Kae, en em greñva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.


Hag ar Filistined en em strewas a-nevez en draonienn.


Bez' e vo evel pa zastum ar meder an ed, da droc'hañ gant e vrec'h an tañvouez, hag e vo evel pa vez kemeret an tañvouez e traonienn ar Refaim.


hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c'huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan