Hag en em daolin warnañ e-pad ma'z eo skuizh ha ma'z eo dinerzhet e zaouarn, hag e spouronin anezhañ, e doare ma tec'ho an holl bobl a zo gantañ. Hag e skoin war ar roue hepken.
Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.
A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!