Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 24:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Gad a zeuas eta da gavout David hag en roas da anavezout dezhañ o lavarout: Petra a fell dit e c'hoarvezfe ganit, pe seizh vloaz a naonegezh ez pro, pe tri miz o tec'hout dirak da enebourien hag int da redek war da lerc'h, pe tri devezh a vosenn ez pro? Bremañ dit da brederiañ ha da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 24:13
20 Iomraidhean Croise  

Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.


Kae ha lavar da Zavid: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezañ.


Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.


Dibab: pe tri bloaz a naonegezh, pe tri miz a ziskar dirak da enebourien, tapet dre gleze da enebourien, pe tri devezh ma vo kleze an AOTROU ha bosenn er vro, hag ael an AOTROU o tistrujañ war holl zouaroù Israel. Ha bremañ dit da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.


na rak ar vosenn a gerzh en deñvalijenn, na rak an distruj a sko da greisteiz.


Hag e tremenas seizh devezh goude m'en doe skoet an AOTROU war ar stêr.


Mab an den, ma pec'h ur vro a-enep din oc'h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec'h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,


Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.


Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.


An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.


An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.


An AOTROU a skoio warnout gant goulioù an Ejipt, ruzderioù, gal, tagn, na c'helli ket pareañ anezho.


An AOTROU a skoio warnout gant goulioù drouk war da zaoulin ha war da zivhar, ha ne c'helli ket bezañ pareet, kement-se adalek sol da droad betek da gitern.


hag e sezizo ac'hanout war da holl zorojoù, betek ma kouezho da vogerioù uhel ha kreñv, ar re a fizies enno ez holl vro; da sezizañ a raio war da holl zorojoù, en holl vro en devo roet dit an AOTROU da Zoue.


Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan