Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin.
Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.