Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 23:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Asael breur Joab a oa e-touez an tregont, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 23:24
6 Iomraidhean Croise  

Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mañ d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.


Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.


Hag e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined, hag Elkanan mab Jaare-Oregim eus Betlehem a lazhas Goliad ar Gettiad, a oa koad e c'hoaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader.


Enoret e voe muioc'h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentañ. David a lakaas anezhañ en e guzul.


Tud kadarn an arme a oa: Asael breur Joab, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,


Ar pevare, evit ar pevare miz, a oa Asael breur Joab, ha Zebadia e vab war e lerc'h; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan