Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 23:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evañ dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 23:15
12 Iomraidhean Croise  

Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem.


Neuze an tri den kadarn-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo e-kichen dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU.


David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evañ dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem?


Va ene a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh, en gortoz eus da gomz ez on.


Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.


Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.


Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan