Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.
pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,
Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.
Savet eo an heol gant e dommder, sec’het en deus ar c’heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù.
En em ziskouez a rejont eta o-daou da warded ar Filistined, hag ar Filistined a lavaras: Setu an Hebreed a zeu er-maez eus an toulloù ma oant kuzhet enno.