Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 22:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 rak miret em eus hentoù an AOTROU, ha n'on ket bet disleal da'm Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 22:22
15 Iomraidhean Croise  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,


Eürus ar re a zo eeun en o hent, a gerzh hervez lezenn an AOTROU!


Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!


Kanaouenn ar "Maalod". Eürus an den a zouj an AOTROU, hag a gerzh en e hentoù!


D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.


Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec'hed hag embregañ e gasoni.


Bremañ eta, va mibien, selaouit ac'hanon. Eürus ar re a viro va hentoù!


hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ.


Moizez a fuloras, hag e lavaras d'an AOTROU: Na laka ket evezh ouzh o donezon. Ne'm eus ket kemeret un azen hepken diganto, ha ne'm eus graet droug da hini ebet anezho.


Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan