Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 21:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Hag e voe brezel c'hoazh e Gad. Eno en em gavas un den mentet uhel, en doa c'hwec'h biz war e zaouarn ha c'hwec'h biz war e dreid, pevar warn-ugent en holl. Hemañ ivez a oa diskennet eus Rafa.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 21:20
4 Iomraidhean Croise  

Jishbi-Benob, unan eus mibien Rafa hag en doa ur goaf a boueze tri c'hant sikl arem, a oa gourizet a-nevez hag en doa c'hoant da skeiñ war Zavid.


Goude-se e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined; eno Sibbekai an Hushaiad a lazhas Saf, unan eus mibien Rafa.


An den-mañ a zismegañsas Israel, met Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhañ.


Bez' e voe c'hoazh ur brezel e Gad, e-lec'h ma en em gavas un den a vent bras, en doa c'hwec'h biz war bep dorn ha war bep troad, pevar warn-ugent en holl. Eñ ivez a oa ganet eus Rafa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan