David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.
Sebeliet e voent gant eskern Saül ha Jonatan e vab, e bro Benjamin, e Zela, e bez Kish tad Saül. Graet e voe kement en doa gourc'hemennet ar roue. Ha goude-se, Doue a voe sioulaet e-keñver ar vro.