Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 19:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Holl dud Juda a respontas da dud Israel: Dre ma'z eo ar roue tostoc'h ouzhimp; perak e kounnarit eus an dra-se? Ha debret hon eus un dra bennak diwar ar roue? Ha bet hon eus ur prof bennak?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 19:42
6 Iomraidhean Croise  

C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue?


Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.


Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.


Holl veuriadoù Israel a zeuas da gavout David en Hebron, hag e komzjont o lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.


Tud Efraim a lavaras dezhañ: Petra eo an dra-mañ ac'h eus graet deomp: ne'c'h eus ket galvet ac'hanomp pa oas aet d'ar brezel a-enep Madian? Hag e krozmoljont taer anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan