Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 19:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Oadet on hiziv a bevar-ugent vloaz. Ha gellout a c'hellfen disheñvelaat ar mad diouzh an droug? Da servijer, ha blasaat a rafe ar pezh a zebrfe hag a evfe? Ha gellout a c'hellfen c'hoazh klevout mouezh ar ganerien hag ar c'hanerezed? Perak e vefe c'hoazh da servijer ur bec'h evit ar roue va aotrou?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 19:35
15 Iomraidhean Croise  

Met ar roue a lavaras da Absalom: Nann va mab, nann, ned aimp ket holl, gant aon na vevemp ur bec'h dit. Petra bennak ma talc'has start warnañ, ne fellas ket dezhañ mont. Hag e vennigas anezhañ.


David a lavaras dezhañ: Mar deuez pelloc'h ganin, e vi ur bec'h din.


Da servijer a yelo un tammig en tu all d'ar Jordan gant ar roue, met perak e fellfe d'ar roue reiñ din un hevelep gopr?


hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant kaner ha kanerez.


hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant pemp ha daou-ugent kaner ha kanerez.


Ar skouarn, ha ne verz ket ar gerioù evel ma c'hell ar staoñ tañva ar boued?


Hag ez eus direizhder war va zeod? Ha ne oar ket santout an droug va staoñ?


Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.


Mard eo re vihan an tiegezh evit un oan, ra vo e gemeret gant an amezeg nesañ d'e di, hervez an niver a dud; kontañ a reot evit an oan hervez ar pezh a c'hello pep hini debriñ.


Merc'h Faraon a respontas: Kae! Hag ar plac'h yaouank a yeas hag a c'halvas mamm ar bugel.


Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


peogwir hoc’h eus tañvaet ez eo mat an Aotrou,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan