Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 19:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 19:28
12 Iomraidhean Croise  

Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.


Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!


Da servijer Joab eo en deus graet din reiñ an doare-mañ da'm frezeg. Met va aotrou a zo fur evel un ael a-berzh Doue, evit gouzout kement a c'hoarvez er vro.


Mar lavar evel-henn: Ne gavan ket a blijadur ennout! Setu-me amañ, e raio ouzhin ar pezh a fello dezhañ.


Hag ar roue a lavaras: Met pelec'h emañ mab da vestr? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Setu, chomet eo e Jeruzalem, rak lavaret en deus: Hiziv ti Israel a roio en-dro din rouantelezh va zad.


Ar roue a lavaras dezhañ: Perak an holl gomzoù-se? E lavaret em eus: Te ha Ziba, lodennit an douaroù etrezoc'h.


Labourat a ri evitañ an douaroù-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriñ. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.


Mefiboshed a oa o chom e Jeruzalem, rak dalc'hmat e tebre ouzh taol ar roue. Hag e oa mac'hagnet eus e zaoudroad.


Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier.


Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU , e tellezit ar marv. Ha bremañ sell pelec'h emañ goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan