Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 18:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 18:29
6 Iomraidhean Croise  

Akimaaz mab Zadok a lavaras c'hoazh da Joab: Petra bennak ma errufe, va lez da redek war-lerc'h Kushi. Joab a lavaras dezhañ: Perak e fell dit redek, va mab, pa'z eo gwir ne'c'h eus ket keloù mat da gas?


Ar roue a lavaras: Chom aze a-gostez! Hag en em lakaas a-gostez hag en em zalc'has eno.


Ar roue a lavaras da Gushi: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Kushi a respontas: Ra vo enebourien ar roue va aotrou hag an holl re a zo en em savet ez enep evit ober dit poan, evel an den yaouank-se.


Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhañ.


Kae, kerzh en arbenn dezhi ha lavar dezhi: Ha mont a ra mat an traoù ganit, ha gant da bried, ha gant ar bugel? Hi a lavaras: Mont a ra!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan