Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 18:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Akimaaz mab Zadok a lavaras c'hoazh da Joab: Petra bennak ma errufe, va lez da redek war-lerc'h Kushi. Joab a lavaras dezhañ: Perak e fell dit redek, va mab, pa'z eo gwir ne'c'h eus ket keloù mat da gas?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 18:22
6 Iomraidhean Croise  

Ha Joab a lavaras da Gushi: Kae ha lavar d'ar roue ar pezh ac'h eus gwelet. Kushi a stouas dirak Joab, hag e redas.


N'eus forzh, fellout a ra din redek! Neuze Joab a lavaras dezhañ: Red! Hag e redas Akimaaz dre hent ar blaenenn, hag e tremenas Kushi.


Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.


Faraon a lavaras dezhañ: Petra a vank dit em c'hichen, ma c'houlennez evel-se mont da'z pro? Hag eñ a lavaras: Netra, met va lez da vont kuit.


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan