Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 18:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 18:18
13 Iomraidhean Croise  

Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.


Setu perak hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war-c'horre an douar holl.


Roue Sodom a zeuas a-raok dezhañ pa zistroas goude bezañ trec'het Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ e traonienn Shave, a zo traonienn ar Roue.


Ganet e voe da Absalom tri mab hag ur verc'h, a voe anvet Tamar, hag a oa ur plac'h kaer-meurbet.


Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont!


Rak e weler e varv ar re fur. Ar genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoù da re all.


Petra 'zo dit amañ? Piv a zo eus da diegezh amañ, ma ec'h eus toullet ur bez amañ evidout? Kleuzañ a ra ur bez dezhañ war an uhel, ha kizellañ a ra evitañ ul lojeiz er roc'h!


Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Nobak a yeas da gemer Kenad gant ar c'hêriadennoù war he zro, hag o galvas Nobak, diwar e anv e-unan.


Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan