2 Samuel 17:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
22 Neuze David hag an holl bobl a oa gantañ a savas hag a dremenas ar Jordan. Ha da c'houloù-deiz ne vane hini ebet ha n'en doa ket tremenet ar Jordan.
Goude ma voent aet kuit, Akimaaz ha Jonatan a bignas eus ar puñs hag a yeas kuit, hag e rojont da c'houzout d'ar roue David o lavarout: Savit hag hastit tremen an dour, rak Akitofel en deus roet ar c'huzul-mañ-kuzul en hoc'h enep.
Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.