2 Samuel 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
10 Hag an hini kadarnañ, p'en defe ur galon evel kalon ul leon, a deuzo, rak holl Israel a oar ez eo da dad un den kreñv, hag ez eo tud kadarn ar re a zo gantañ.
Setu emañ bremañ kuzhet en ur poull bennak pe en ul lec'h all. Mar c’hoarvezfe e vefemp pilet ganto er penn kentañ, kement hini henn klevo a lavaro: Ar bobl aet war-lerc'h Absalom a zo bet pilet.
Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Skeiñ a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.
o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.
Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.
Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ.