Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 14:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Ganet e voe da Absalom tri mab hag ur verc'h, a voe anvet Tamar, hag a oa ur plac'h kaer-meurbet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 14:27
6 Iomraidhean Croise  

D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.


Goude kement-se e c'hoarvezas m'en doa Absalom mab David ur c'hoar a oa kaer hag a oa anvet Tamar. Amnon mab David a garas anezhi.


Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom.


Sevel a rin en o enep, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin eus Babilon hec'h anv hag he nemorant, ar mab hag ar mab-bihan, eme an AOTROU.


Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan