Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 14:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Pa droc'he e vlev, bep bloaz e troc'he e vlev rak re bounner e oant warnañ, pouez blev e benn a oa daou c'hant sikl, hervez pouez ar roue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 14:26
7 Iomraidhean Croise  

Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.


Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit.


Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.


Ne douzint ket o fenn, ha ne lezint ket o blev da greskiñ, met e troc'hint o blev.


Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.


Ha ne zesk ket deoc’h an natur hec’h-unan ez eo mezhus d’an den kaout blev hir,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan