Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 14:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak ar roue a selaouo e servijerez evit he dieubiñ eus dorn an hini a fell dezhañ hol lazhañ eus hêrezh Doue, me ha va mab a-gevret.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 14:16
6 Iomraidhean Croise  

Bremañ, mard on deuet da lavarout an traoù-mañ d'ar roue va aotrou, eo ma o deus va spontet ar bobl. Ha da servijerez he deus lavaret: Komz a rin bremañ ouzh ar roue; marteze e raio ar roue ar pezh a lavaro dezhañ e servijerez.


Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?


Rak dieubiñ a raio ar paour o c'harmiñ hag an ezhommeg hep sikour.


Diouganoù a zo war vuzelloù ar roue, hag e c'henoù ne bella ket diouzh an eeunder.


rak lodenn an AOTROU eo e bobl, Jakob eo lodenn e hêrezh.


Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan