Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Jonadab a lavaras dezhañ: Gourvez war da wele evel ma vefes klañv, ha pa zeuio da dad da welout ac'hanout, e lavari dezhañ: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar da reiñ din da zebriñ, ra ficho dirazon ur meuz bennak, evit ma en gwelin ha ma tebrin eus he dorn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 13:5
8 Iomraidhean Croise  

Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.


Amnon eta a c'hourvezas evel ma vefe klañv, hag ar roue a zeuas d'e welout. Amnon a lavaras d'ar roue: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar d'ober din div wastell dirazon, evit ma tebrin anezho eus he dorn.


Akitofel a lavaras da Absalom: Kae etrezek serc'hed da dad, en deus lezet evit diwall an ti. Pa ouezo holl Israel ez out en em lakaet kasaus da'z tad, daouarn an holl re a zo ganit a vo kennerzhet.


Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c'hellfe da zistreiñ diouzh gerioù an anaoudegezh.


C’hwi eta bremañ gant ar sanedrin, lavarit d’ar c’habiten e lakaat da ziskenn warc’hoazh en ho kreiz, evel ma klaskfec’h anavezout gant brasoc’h evezh e dra. Ha ni a zo prest d’e lazhañ a-raok ma tostaio.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan