Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Samuel 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Amnon en doa ur mignon anvet Jonadab mab Shimea, breur David. Ha Jonodab a oa ur paotr fin bras.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Samuel 13:3
21 Iomraidhean Croise  

An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?


C'hoarvezout a reas en amzer-se ma pellaas Juda digant e vreudeur ha ma'z eas etrezek un den eus Adullam anvet Hira.


Juda a gasas ar c'havrig dre e vignon an Adullamat, evit tennañ ar c'hred eus daouarn ar wreg-se. Met n'he c'havas ket.


Amnon a oa trubuilhet betek bezañ klañv en abeg da Damar e c'hoar, hag hi a oa gwerc'h. Hag e seblante re ziaes da Amnon kaout tra ebet diouti.


Jonadab mab Shimea, breur David, a gomzas o lavarout: Ra chomo hep lavarout va aotrou eo lazhet an holl dud yaouank, mibien ar roue, rak Amnon hepken a zo marv. Kement-se a oa divizet gant Absalom abaoe an deiz m'en doa Amnon gwallet e c'hoar Tamar.


Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.


a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.


An den-mañ a zismegañsas Israel, met Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhañ.


Jese a voe tad da Eliab e gentañ-ganet, Abinadab an eil, Shimea an trede,


Jonatan, eontr David, a oa kuzulier, den poellek ha skrib; Jehiel mab Hakmoni a oa tost da vibien ar roue;


Met Haman en em zalc'has hag a yeas d'ar gêr hag a gasas da gerc'hat e vignoned ha Zeresh e wreg.


Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad, ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.


Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ.


Kalz a luban grad-vat ar priñs, ha pep hini a zo mignon d'an den a ro.


Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.


Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.


Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.


Gwreg Samzun a voe roet d'e genseurt a oa mignon dezhañ.


Ha Samuel a lavaras da Jese: Ar re-se eo da holl vibien? Hag e respontas: Menel a ra c'hoazh ar yaouankañ, met emañ o vêsa an deñved. Samuel a lavaras da Jese: Kas d'e gerc'hat, ned aimp ket ouzh taol ken na vo erru amañ.


Jese a lakaas Shamma da dremen, hag e lavaras: An AOTROU n'en deus ket e zibabet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan