2 Samuel 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned11 Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra! Faic an caibideil |
Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ.