2 Rouned 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Holl di Akab a vo distrujet, ha me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.
rak an AOTROU a welas e oa c'hwerv-kenañ glac'har Israel, ha ne vane den ken eus ar re a oa hualet nag eus ar re a oa frank, ha ne oa dieuber ebet evit Israel.
Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.