Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Skeiñ a ri war di Akab da aotrou, hag e veñjin war Jezabel gwad va servijerien ar brofeded, ha gwad holl servijerien an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 9:7
21 Iomraidhean Croise  

rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Kerkent ha ma klevas Jezabel e oa bet meinataet Nabod hag e oa marv, e lavaras da Akab: Sav, perc'henn gwinienn Nabod eus Jizreel, an hini na felle ket dezhañ he reiñ dit evit arc'hant, rak Nabod n'eo ken bev, met marv eo.


Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Gouezit bremañ na gouezho netra d'an douar eus komz an AOTROU, an hini en deus disklêriet an AOTROU a-enep ti Akab. An AOTROU en deus graet ar pezh en doa lavaret dre e servijer Elia.


Jehu a lakaas ivez d'ar marv an holl re a vane eus ti Akab e Jizreel, an holl re vras, e vignoned hag e ofiserien, betek na vanas den a nemorant.


Hag e voe evit e goll, en em gave a-berzh Doue, e teuas Akazia da gichen Joram. Pa voe erruet, ez eas gant Joram a-enep Jehu mab Nimshi, an hini olevet gant an AOTROU evit distrujañ ti Akab.


evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,


evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.


N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.


Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c’hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.


Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c’hoazh: An Aotrou a varno e bobl.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan