Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Pa vi erru eno, sell e-lec'h ma vo Jehu mab Jozafad mab Nimshi. Goude, kae d'ober dezhañ sevel e-touez e vreudeur, ha laka anezhañ da vont en ur gambr kuzhet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 9:2
7 Iomraidhean Croise  

An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.


Mika a respontas: Kement-se a weli en deiz ma'z i eus kambr da gambr da guzhat.


Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.


Evel-se, Jehu mab Jozafad mab Nimshi a iriennas a-enep Joram. Joram a ziwalle Ramod-Galaad, eñ hag holl Israel, a-enep Hazael roue Siria.


Ar gward a roas keloù o lavarout: Aet eo betek enno, ha ne zistro ket. An doare da vleinañ a zo heñvel ouzh hini Jehu mab Nimshi, rak bleinañ a ra gant buander.


Pa voe erru eno, pennoù an arme a oa azezet, hag e lavaras: Me am eus da gomz ouzhit, kabiten! Ha Jehu a lavaras: Da behini ac'hanomp-holl? Hag e lavaras: Dit-te kabiten!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan