Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 9:11
16 Iomraidhean Croise  

Kae, kerzh en arbenn dezhi ha lavar dezhi: Ha mont a ra mat an traoù ganit, ha gant da bried, ha gant ar bugel? Hi a lavaras: Mont a ra!


Gehazi a redas war-lerc'h Naaman. Naaman, o welout e rede war e lerc'h, a ziskennas diwar e garr d'e gavout hag a lavaras: Mont a ra mat pep tra?


Met lavarout a rejont: N'eo ket! Disklêr-se deomp bremañ! Hag e lavaras: Komzet en deus ouzhin evel-mañ hag evel-hont, o lavarout: Da oleviñ a ran da roue war Israel.


Ar gward a oa war an tour e Jizreel a welas strollad Jehu o tont, hag e lavaras: Gwelout a ran ur strollad. Joram a lavaras: Kemer ur marc'heger, ha kas-eñ en arbenn dezho, ha ra lavaro: Evit ar peoc'h eo?


Kaset e voe ur marc'heger all, a yeas daveto hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreñv din!


Pa vi erru eno, sell e-lec'h ma vo Jehu mab Jozafad mab Nimshi. Goude, kae d'ober dezhañ sevel e-touez e vreudeur, ha laka anezhañ da vont en ur gambr kuzhet.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.


An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,


Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.


E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.


Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?


Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantañ. Darn a lavaras: Petra a fell d’an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoù estrañjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv.


Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec’h eus da skiant, Paol! Da c’houiziegezh vras a laka ac’hanout da ziskiantañ!


Ni a zo foll abalamour da Grist, met c’hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c’hwi a zo kreñv. C’hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet.


Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc’h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan