Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 9:1
25 Iomraidhean Croise  

An aberzhour Zadok a gemeras eus an deltenn korn an eoul, hag ec'h olevas Salomon. Hag e sonjont gant ar shofar, hag an holl bobl a lavaras: Ra vevo ar roue Salomon!


Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.


Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.


Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.


An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all.


Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.


Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.


Mibien ar brofeded a oa e Betel a zeuas da gavout Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.


Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.


Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.


Evel-se, an den yaouank-se, servijer ar profed, a yeas da Ramod-Galaad.


Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h Akazia, an hini yaouankañ eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshañ. Evel-se e renas Akazia mab Joram, roue Juda.


Bountet dre o c'huzulioù, ez eas zoken gant Joram mab Akab, roue Israel, d'ar brezel da Ramod-Galaad a-enep Hazael roue Siria. Hag ar Siriz a skoas war Joram.


Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.


ur wreg a zeuas d’e gavout gant ul lestr alabastr leun a c’hwezh-vat eus ur priz bras, hag, e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.


Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.


Ho taoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an AOTROU en afer Baal-Peor; an AOTROU da Zoue en deus distrujet eus ho touez pep den hag a oa aet war-lerc'h Baal-Peor.


Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,


Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan