Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar roue a lavaras da Hazael: Kemer ur prof ez torn ha kae da gavout den Doue, ha goulenn kuzul drezañ digant an AOTROU, o lavarout: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 8:8
11 Iomraidhean Croise  

Hag an AOTROU a lavaras dezhañ: Kae en-dro dre an hent er gouelec'h betek Damask, ha pa vi eno ec'h olevi Hazael da roue war Siria.


Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.


Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.


Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez.


Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho:


Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d’ober evit bezañ salvet?


Saül a lavaras d'e vevel: Mard eomp d'e gavout, petra a gasimp d'an den-se? Rak n'eus bevañs ebet ken en hor seier, ha n'hon eus prof ebet da gas d'an den Doue. Petra hon eus ganeomp?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan