2 Rouned 8:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab en doa da wreg. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.
met ma ec'h eus kerzhet war hent rouaned Israel, en ur lakaat Juda ha tud Jeruzalem da c'hastaouiñ evel m'en deus graet ti Akab, dre ma ec'h eus zoken lazhet da vreudeur, tiegezh da dad, a oa gwelloc'h egedout,
Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab a oa e wreg, hag e reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.
Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.
Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas.
Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.