Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezañ bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 8:16
10 Iomraidhean Croise  

Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.


Koulskoude an uhellec'hioù ne voent ket lamet, hag ar bobl a aberzhe hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.


Neuze Akazia mab Akab a lavaras da Jozafad: Ra yelo va servijerien gant da re war al listri. Met Jozafad ne fellas ket dezhañ.


Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Joram e vab a renas en e lec'h.


Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.


Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.


En triwec'hvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Joram mab Akab da roue e Samaria. Ren a reas daouzek vloaz.


En daouzekvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, e teuas da roue Akazia mab Joram roue Juda.


Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h Akazia, an hini yaouankañ eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshañ. Evel-se e renas Akazia mab Joram, roue Juda.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan