Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 8:12
19 Iomraidhean Croise  

Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?


Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.


Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.


Joaz roue Juda a gemeras an holl draoù santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoù rouaned Juda, hag an traoù en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem.


Hazael roue Siria en doa gwasket Israel e-pad holl vuhez Joakaz.


Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.


petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.


Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantañ, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioù dezhañ, e skoas warni. Ha faoutañ a reas o c'hofoù d'hec'h holl zougerezed.


Hag hi a lavaras: Ha goulennet em boa ur mab digant va aotrou? Ha ne'm boa ket lavaret dit: Na'm zouell ket?


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


Gant o gwareg e tiskaront ar re yaouank, bez' e vint didruez ouzh frouezh ar c'horf, o lagad n'esperno ket ar vugale.


Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.


Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan