Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Goude-se den Doue a sellas mat outañ ha pell, hag a ouelas.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 8:11
15 Iomraidhean Croise  

Sevel a reas e vouezh en ur ouelañ. An Ejipsianed en klevas ha ti Faraon en klevas.


En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


Met derc'hel a rejont warnañ betek ma vefe mezhek ha ma lavarfe: Kasit. Hag e kasjont hanter-kant den, a glaskas e-pad tri deiz, ha ne gavjont ket anezhañ.


Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn.


Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.


Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.


Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.


O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.


ra hastint ha ra tisklêrint warnomp ur werz, ra deuzo hon daoulagad e daeroù, ra redo an dour eus hor malvennoù.


Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras:


o servijañ an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroù hag e-kreiz an amprouennoù a zo deuet warnon dre bechoù ar Yuzevien.


Beilhit eta, o kaout soñj penaos e-pad tri bloaz ne’m eus ket paouezet noz-deiz da gelenn pep hini ac’hanoc’h, gant daeroù.


un dristidigezh vras am eus hag ur glac’har dalc’hus a zo em c’halon.


Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc’h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan