Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .
Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.
ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioù-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnañ.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu e stumme kilheien-raden er c'houlz ma en em lakae ar geot diwezhañ da greskiñ; ar geot diwezhañ a oa goude foennerezh ar roue.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.