Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 7:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 7:6
21 Iomraidhean Croise  

Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.


Pa glevi trouz kammedoù war-lein ar mouarennoù, neuze hast buan, rak an AOTROU a vo aet er-maez dirazout evit skeiñ war gamp ar Filistined.


Lakaat a raed da zont eus an Ejipt ur c'harr evit c'hwec'h kant sikl arc'hant hag ur marc'h evit kant hag hanter-kant. Degaset e vezent ivez evit holl rouaned an Hitited hag evit rouaned Siria.


Pep hini anezho a skoas war e zen, hag ar Siriz a dec'has, hag Israel a redas war o lerc'h. Ben-Hadad roue Siria a dec'has war ur marc'h, gant marc'hegerien.


Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.


E deroù an noz e savjont evit mont da gamp ar Siriz, hag e teujont betek penn kamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno.


trouzoù spontus a leugn e zivskouarn, e-kreiz ar peoc'h e teu an distrujer warnañ.


ha setu ma krenint a spont, rak Doue a zo e-touez ar ouenn reizh.


Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziañs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.


Penaos e rafes evit kas war-dreñv an disterañ gouarnour eus servijerien va mestr pa fiziez en Ejipt, evit ar c'hirri hag ar varc'hegerien?


He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.


Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ.


Hag e veze klevet trouz eskell ar cherubined betek leurenn an diavaez, heñvel ouzh mouezh an Doue holl-c'halloudek pa gomz.


Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann.


Hag en em zalc'hjont pep hini en e lec'h tro-dro d'ar c'hamp, hag holl re ar c'hamp en em lakaas da redek, da leuskel kriadennoù ha da dec'hout.


Hag e voe ur spont bras er c'hamp, er vro, hag e-touez an holl bobl. Ar gwarded hag ar re a oa aet d'ober distruj a voe spouronet ivez, hag ar vro a grenas. Bez' e voe evel ur spont degaset gant Doue.


David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan