Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 E deroù an noz e savjont evit mont da gamp ar Siriz, hag e teujont betek penn kamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 7:5
10 Iomraidhean Croise  

Mar lavaromp: Deomp e kêr, an naonegezh a zo e kêr hag e varvimp eno. Mar chomomp amañ, e varvimp ivez. Deuit eta hag e ruzimp e kamp ar Siriz. Mar hol lezont da vevañ, e vevimp, ha mar hol lakaont d'ar marv, e varvimp.


Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.


Ar priñs a zo en o zouez a zougo e bakad war e skoaz hag a yelo er-maez en deñvalijenn. Ar voger a vo toullet dezhañ, evit e gas er-maez. Goleiñ a raio e zremm, evit na welo ket an douar.


Ur c’hentañ-ganet a-douez ar chatal a zo dija d’an AOTROU evel kentañ-ganet; den ne c’hello santelaat anezhañ, pe leue pe oan, d’an AOTROU eo.


Mar d-eo re baour an hini en devo graet ar gouestl evit paeañ da brizadur, e vo degaset dirak an aberzhour, hag eñ a brizo anezhañ; an aberzhour a raio ar priz hervez aez an hini en devo graet ar gouestl.


An AOTROU a lakaio da enebourien a savo ez enep da vezañ pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec'hint a-zirazout dre seizh hent.


Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.


Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?


David a skoas warno adalek gouloù-deiz betek abardaez an deiz war-lerc'h. Ne dec'has ket unan anezho, nemet pevar c'hant den yaouank a bignas war gañvaled hag a dec'has kuit.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan