2 Rouned 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned18 P'en doa komzet den Doue ouzh ar roue o lavarout: Warc'hoazh d'an eur-mañ, daou sea heiz a vo evit ur sikl, hag ur sea flour bleud evit ur sikl, e-tal dor Samaria, Faic an caibideil |
Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?