Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 7:10
9 Iomraidhean Croise  

Goude e welas ar gedour un den all a rede, hag e krias d'ar porzhier o lavarout: Setu un den a red e-unan. Ar roue a lavaras: Degas a ra ivez keloù mat.


Neuze ar borzhierien a grias hag a zisklêrias ar c'heloù-se da di ar roue en diabarzh.


Neuze e lavarjont an eil d'egile: Ne reomp ket brav. An deiz-mañ a zo un deiz a geloù mat, hag e chomomp dilavar! Mar gortozomp betek ma vo deuet an deiz, an direizhder hon tapo. Deuit bremañ, deomp da zisklêriañ ar c'heloù-se da di ar roue.


ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien.


hag Obed-Edom gant e vreudeur, eizh ha tri-ugent, Obed-Edom mab Jedutun hag Hosa evel porzhierien;


Hag e lakaas ivez ar borzhierien ouzh dorojoù ti an AOTROU, evit ma n'aje ennañ den dic'hlan ebet, en doare ebet.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan