Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Rouned 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Roue Siria, oc'h ober brezel a-enep Israel, en em guzulias gant e servijerien o lavarout: Va c'hamp a vo el lec'h-mañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Rouned 6:8
13 Iomraidhean Croise  

Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantañ daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizañ Samaria ha d'ober brezel outi.


Servijerien roue Siria a lavaras dezhañ: O doue a zo un doue a venezioù, hag en abeg da-se ez int bet kreñvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreñvoc'h egeto.


Ben-Hadad a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit en-dro ar c'hêrioù en doa va zad tapet da'z tad, hag e ri straedoù dit e Damask, evel m'en doa va zad graet e Samaria. Hag Akab a lavaras: Me az lezo da vont gant an emglev-se. Ober a reas un emglev gantañ, hag en lezas da vont kuit.


Hag e tremenas tri bloaz hep ma voe brezel etre Siria hag Israel.


Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.


Goude an traoù-se e c'hoarvezas ma tastumas Ben-Hadad roue Siria e holl arme, hag e pignas da sezizañ Samaria.


Hag e lavaras: Krog ennañ. Hag ec'h astennas e zorn, hag e kemeras anezhañ.


Ha den Doue a gase da lavarout da roue Israel: Diwall da dremen dre al lec'h-se, rak ar Siriz a zo diskennet eno.


Ar mennadoù a zo startaet dre ar c'huzul, kemer alioù evit ober brezel.


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan