Servijer den Doue a savas mintin mat hag e yeas er-maez. Ha setu, soudarded gant kezeg ha kirri a gelc'hie kêr. E servijer a lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Penaos e raimp?
Ha den Doue a lavaras: Pelec'h eo kouezhet? Hag e tiskouezas dezhañ al lec'h. Elizea a droc'has un tamm koad hag en taolas eno, hag e lakaas an houarn da neuñvial.
En em zerc’hel a raint pell gant aon rak hec’h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c’halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.
Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c’harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.